top of page

Aogust

 

Julien Pélage Auguste Brizeux, a vez graet Aogust Brizeug anezhañ e brezhoneg, a zo ur barzh romantel breizhat ganet d’an 12 a viz Gwengolo 1803 en Oriant ha marvet d’an 3 a viz Mae 1858 e Montpelhièr, en Okitania. Un delwenn a zo bet savet en e enor e park Chevassu en Oriant, amañ e vez pleustret gant kelc'k keltiek Brizeux.
Yaouankik e oa pa varvas e dad digantañ. Mont a reas war e studi da
Wened, da Arras, ha da Bariz. Eno eo ec'h embannas e levr kentañ Marie, ur romant gallek (1831), kaoz ennañ eus e vugaleaj e Breizh e-kreiz ar maezioù hag eus ar garantez a vage ouzh ur plac’hig.

 

Diwar-benn istor skrivadurioù Brizoù

 

Krediñ  a ran  eo dre an abeg d' e varzoniezh romantel , d'e vuhez  valeant, d'e enklask e vamm gollet pa oa bugel m'eo bet embannet e levrioù nebeut amzer goude ma oant bet skrivet . Ne vez ket lennet ar varzoniezh evel ur romant pe ul lever bourzh. Evel ur boked profet eo , pep bleunienn zo disheñvel; kal a vern pennad amzer ar gutuilhadenn, ur vleunienn hep par eo.

Dedennet oc'h lennit neuze e levrrollour meur :

An abad Lenir , person an Arzhanoù , e levr vo kavet  e dielloù departamantel Gwened hag unan all e mediaoueg An Oriant.Da skouer e lever «  la fleur d'or «  embannet e 1841  az o i tisplegiñ dre verr e daou veaj kentañ er bleadoù 18320ha 1834 e Bro Itali.

 

Barzhonegoù zo ,kavet e «  Telenn Arvor »,a zo deizadet.

Evit e levr « L'éternelle Marie », an testennoù kentañ zo bet skivet tro-dro1823 ur wech erruet e Paris, ar re diwezhañ e-pad emsavadeg 1830 evit bout embannet e 1831. Evit an adembannadurioù eo bet daskemmet e oberenn un tammig keltiekaet e spered romantel ar c'houlz amzer-se.

E labour dastum   gizioù ar vro zo dizoloet i lenn e garnetoù hent(1834-1836). Anavezet mat e veze ar brezhoneg gantañ, evel-se e veze  aezet komz gant dud ar maezioù, o veviñ hag o koroll ganto.


E levr « Furnez Breiz », frouezh an dastum, a zo an hini nemetañ skrivet en un ugentad bleadoù. Tennet eus al levr-mañ , setu ul lavar  da heul  : 

                                                                   Er miz Meurs glaô hag avel foll
                                                                      A rai lakad evez d'ann holl
                                                                      
(Er miz meurzh , glav hag avel foll

                                                                                                              a rai lakad evez d'an holl). 

P.G.

bottom of page